Top Banner
Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput 1 Y e z h a d u r : da betra e talv ar yezhadur ? D i z o l o o m p Adlenn deroù an danevell : Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon. Un deiz en em gavis gant kabiten ul lestr. « Ha bezañ lestr eo deoc’h war ma mezeg mat ? » emezañ. « Ya, laouen, » a respontis. Antelope e oa anv al lestr, ha gant e hent etrezek morioù ar C’hreisteiz e oa. » + Ha meizañ a rez pezh a lavar kabiten al lestr da Lemuel Gulliver amañ a- us ? + Ha gallout a rez adkavout pezh a lavaras dezhañ e gwirionez ? E skriv amañ dindan ha displeg pezh a zo kemmet. ___________________________________________________________________________ D a l c h o m p s o ñ j A bouez bras eo urzh ar gerioù en ur frazenn evit meizañ he ster. Gant ar yezhadur eo e komprenomp kement-se. 1 § Mar lak unan ar gerioù e n’eus forzh peseurt urzh ne dalvezo ar frazenn mann ebet. Skouer : Un gavis en em deiz gant ul lestr kabiten. 2 § Mar kemm unan urzh ar gerioù e c’hell kemm ster ar frazenn. Skouer : Morioù ar C’hreisteiz e oa anv al lestr, ha gant e hent etrezek Antelope e oa. Antelope e oa anv al lestr, ha gant e hent etrezek morioù ar C’hreisteiz e oa. 3 § A-wechoù e c’hall unan kemm urzh ar gerioù hep kemm ster ar frazenn. Skouer : Un deiz en em gavis gant kabiten ul lestr. Gant kabiten ul lestr en em gavis un deiz. An div frazenn-se a-us zo reizh e brezhoneg.
14

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

May 14, 2018

Download

Documents

haque
Welcome message from author
This document is posted to help you gain knowledge. Please leave a comment to let me know what you think about it! Share it to your friends and learn new things together.
Transcript
Page 1: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

1

Yezhadur :

da betra e talv ar yezhadur ?

Dizoloomp

Adlenn deroù an danevell :

Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon. Un deiz

en em gavis gant kabiten ul lestr. « Ha bezañ lestr eo deoc’h war ma mezeg mat ? » emezañ. « Ya, laouen, » a respontis. Antelope e oa anv al lestr, ha gant e hent etrezek morioù ar

C’hreisteiz e oa. »

+ Ha meizañ a rez pezh a lavar kabiten al lestr da Lemuel Gulliver amañ a-us ? + Ha gallout a rez adkavout pezh a lavaras dezhañ e gwirionez ? E skriv

amañ dindan ha displeg pezh a zo kemmet. ___________________________________________________________________________

Dalc’homp soñj A bouez bras eo urzh ar gerioù en ur frazenn evit meizañ he ster. Gant ar yezhadur eo e komprenomp kement-se.

1 § Mar lak unan ar gerioù e n’eus forzh peseurt urzh ne dalvezo ar frazenn mann ebet.

Skouer : Un gavis en em deiz gant ul lestr kabiten. 2 § Mar kemm unan urzh ar gerioù e c’hell kemm ster ar frazenn.

Skouer : Morioù ar C’hreisteiz e oa anv al lestr, ha gant e hent etrezek

Antelope e oa. Antelope e oa anv al lestr, ha gant e hent etrezek morioù ar C’hreisteiz e oa.

3 § A-wechoù e c’hall unan kemm urzh ar gerioù hep kemm ster ar frazenn.

Skouer : Un deiz en em gavis gant kabiten ul lestr. Gant kabiten ul lestr en em gavis un deiz. An div frazenn-se a-us zo reizh e brezhoneg.

Page 2: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

2

Pleustromp

1) Eilskriv war da gaier en ur lakaat ar gerioù en urzh vat :

er penn kentañ. ar mor Sioul e oa D’ar 4 a viz Mae 1699 porzh Bristol.e kuitajomp

amzer Da c’houde fall spontus.e savas

Klask ar c’hordennoù.a raen terriñ

Goude al labour. e voe echu un eurvezh

2) Sell mat ouzh an div frazenn-mañ ; reizh-tre int o-div :

Flemmet e voe ma dorn kleiz ha ma dremm ganto. Ganto e voe flemmet ma dorn kleiz ha ma dremm.

Eilskriv ar frazennoù amañ dindan. Kemm urzh gerioù pe strolladoù

gerioù hep kemm ster ar frazenn, evel er skouer a-us.

Goude un eurvezh e voe echu al labour. Sioul e oa ar mor er penn kentañ. Goude un nebeud munutennoù e oa aet ar boan kuit. Neuze ez eas an dud da gerc’hat skeulioù. Hep dale e chomis kousket.

3) Lenn ar frazenn-mañ, he skriv war un tamm paper. He didroc’h

en ur rannañ ar strolladoù gerioù ha goulenn ouzh da amezeg(-ez)

hec’h adsevel.

Un nebeud munutennoù war-lerc’h e pignas un dra bennak gant ma gar. Ijin ur frazenn all war ar patrom-se ha gra an hevelep labour

Page 3: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

3

4) Laka keñver ha keñver ar frazennoù-mañ. Ha kemmet eo o ster ?

Perak ?

ster heñvel

ster disheñvel

a) Skeulioù all a voe degaset ha lakaet ouzh ma c’hostezioù. b) Degaset ha lakaet e voe skeulioù all ouzh ma c’hostezioù.

a) Un huchadenn a voe klevet neuze, ha teurel o biroù bihan

a rejont ouzhin. b) Klevet e voe neuze un huchadenn, ha teurel a rejont o biroù bihan ouzhin.

a) Neuñviñ a ris betek an aod, hag astenn war ar geot berr ha flour. b) Astenn a ris betek an aod, ha neuñviñ war ar geot berr ha flour.

a) Echu ma fred ganin e tegasas an dud ul louzoù, a lakais war ma dorn ha war ma dremm. b) Echu ul louzoù ganin e tegasas an dud ma dorn ha ma dremm, a lakais war ma fred.

5) Dre strolladoù tri, skrivit bep a frazenn war ar patrom-mañ : Un deiz en em gavis gant kabiten ul lestr. Didroc’hit strolladoù gerioù ho frazennoù. O meskit ha klaskit o adsevel

pe sevel frazennoù nevez.

Page 4: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

4

VERBOÙ

Dizoloomp Lenn ar pennad-mañ :

Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon. Un deiz

en em gavis gant kabiten ul lestr. « Ha mat eo deoc’h bezañ mezeg war ma lestr ? » emezañ. « Ya, laouen, » a respontis.

Antelope e oa anv al lestr, ha gant e hent etrezek morioù ar C’hreisteiz e oa.

D’ar 4 a viz Mae 1699 e kuitajomp porzh Bristol.

+ Islinennet eo ar verboù displeget. Petra a gemm ? Perak ? + Piv a ra pep ober ? + Pegoulz e vez graet pep ober ?

Dalc’homp soñj En ur zisplegañ mat ar verboù e c’heller merkañ :

+ ar gour a ra an ober : me / te / eñ / hi / ni / c’hwi / int.

Skouer : ‘en em gavis’, ‘a respontis’, ‘e kuitajomp’.

+ ar mare ma vez graet an ober :

amzer-dremenet / amzer-vremañ / amzer-dazont. Skouer : ‘eo’, ‘zo’, ‘e oa’.

Page 5: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

5

Pleustromp 1) Kemmet eo ar gour en eil frazenn. Kelc’h ar verboù ha lavar e peseurt gour emaint displeget.

Skuizh-bras e oan. Skuizh-bras e oant.

Hep dale e chomis kousket. Hep dale e chomas kousket.

Klask a raen terriñ ar c’hordennoù. Klask a raes terriñ ar c’hordennoù.

D’ar 4 a viz Mae 1699 e kuitajomp porzh Bristol. D’ar 4 a viz Mae 1699 e kuitajout porzh Bristol.

Pep a banerad kig a zougent.

Pep a banerad kig a zougec’h.

2) Kemmet eo an amzer en eil frazenn. Kelc’h ar verb ha lavar pegoulz ez eo graet an ober (amzer-vremañ, amzer-dremenet, amzer-dazont).

Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon. Lemuel Gulliver e oa ma anv, hag ur mezeg a oa ac’hanon.

Abred diouzh ar beure e tihunis hag e klaskis sevel. Abred diouzh ar beure e tihunan hag e klaskan sevel.

Skeulioù all a voe degaset ha lakaet ouzh ma c’hostezioù.

Skeulioù all a vo degaset ha lakaet ouzh ma c’hostezioù. Ne c’hellen ket fiñval.

Ne c’hellin ket fiñval.

Ur varrikennad win a zegasjont neuze, a voe lonket ganin. Ur varrikennad win a zegasint neuze, a vo lonket ganin.

Page 6: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

6

3) Eilskriv ar frazennoù en ur zibab ar verb displeget a zere.

a) Ouzh ur film e (-ni). Ouzh ur film e (-c’hwi).

sellit – sellomp – sellan

b) Bep sizhun ez (-me) d’ar c’hoariva. Bep sizhun ez (-hi) d’ar c’hoariva.

a – eont – an

c) War-lerc’h an amzer e (-te). War-lerc’h an amzer e (-c’hwi).

red – redit – redez

d) Ar miz tremenet e e vakañsoù. A-benn ur miz e e vakañsoù.

vimp – emaomp – oamp e) En Henamzer e ar Gelted war gezeg.

Bremañ e an dud e kirri, trenioù ha nijerezioù.

veajo – veaje – veaj

4) Merk pezh a gemm :

ar gour an amzer

Dimeurzh e yelo ma mamm d’al levraoueg.

Hiziv ez a ma mamm d’al levraoueg.

Bep yaou ez eont da c’hoari war an aod.

Disul e oant bet o c’hoari war an aod.

N’emaon ket o komz dit !

Dec’h ne gomzent ket dit.

A-raok e kanes bep beure dindan da strinkadenn.

A-raok e kanec’h bep beure dindan ho strinkadenn.

Mont a rin da ’z kwelout. Mont a rae da ’z kwelout.

Page 7: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

7

REIZHSKRITUR

ha / a

Arabat meskañ « ha » hag « a »:

Dizoloomp “a” araogenn (kemmadur dre vlotaat war he lerc’h) Pep a banerad kig a zougent. D’ar 4 a viz Mae 1699 A-greiz-holl e voe kaset hor bagig d’ar strad Meur a hini anezho a bignas dre ar skeulioù paouez a rejont a deurel biroù ouzhin “a” rannig verb (kemmadur dre vlotaat war he lerc’h) Mont a reas al lestr a-benn en ur garreg Pignat a ris en ur vagig gant pemp den all Un huchadenn a voe klevet neuze Baraennoù bihan a rojont din ivez. “ha” (da stagañ daou anv, anv-gwan, adverb pe strollad anv) (hag

dirak ur vogalenn)

Flemmet e voe ma dorn kleiz ha ma dremm ganto. ur wareg hag ur bir a oa gantañ en e zaouarn. staget e oa ma divvrec’h ha ma divhar ouzh an douar gant tachoù. « ha » (da stagañ div lavarenn) (hag dirak ur vogalenn)

Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon. Ne dorris tamm kordenn all ebet, ha paouez a rejont a deurel biroù ouzhin. Skuizh-bras e oan, ha hep dale e chomis kousket.

Page 8: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

8

Reizhskritur : « ha » pe « a »

1- Kloka an toulloù en ur stagañ an elfennoù :

e vreur .......... e c'hoar etre Sant-Brieg ......... Gwengamp

ur paotr ......... ur plac'h Mont da grec'h ......... dont d'an traoñ

ur par ............. e barez Sevel a reas diwar e gador ......... mont a reas er-

maez.

bara ......... dour Ma zad a zeuy amañ ......... a zisplego dit penaos

ober.

etre hiziv ......... warc'hoazh Daou ......... tregont.

2- Kloka an toulloù gant ar rannig-verb :

Labourat ......... ra mat. Un den ......... welan du-hont.

C'hoarzhin ......... ra e-pad an deiz. Petra ......... lavare Maria dit ?

Redek buan......... ra ar c'hazh-ki. An dour eo ......... dro da aezhenn.

3- Kloka an toulloù gant an araogenn :

Skrapet eo bet Anne Frank ........ zaouarn he zud. Ur c'helorn leun ......... zour a fell

din.

......... belec'h emañ hennezh o tont c'hoazh ? Ur mor ......... dud a oa e kreiz- kêr.

......... Vro Saoz emañ o tistreiñ eus e vakañsoù. Ar wezenn-mañ zo karget ........

frouezh.

Redek a ra paotr-al-lizhiri ......... di da di. Pet ......... vugale zo en ti-mañ ?

Kemmoù bras zo ......... skol da skol. Re .......... drouz zo ganeoc'h !

Page 9: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

9

Reizhskritur : « ha » pe « a »

Dalc'homp soñj :

« ha » zo stagell : stagañ a ra asambles daou c'her, daou strollad, div lavarenn. Skrivet e vez « hag » dirak ur vogalenn. « a » zo : 1- rannig-verb, lodenn gentañ ur verb displeget 2- araogenn, o talvezout « eus »

Kloka an toulloù :

Etre Sant-Brieg ......... Gwengamp emaon o chom.

Ur paotr ......... ur plac'h zo o c'hoari asambles.

Mont da grec'h ......... dont d'an traoñ : setu pezh ......... ra ar marmouz en e gaouidell.

Ur par ............. ur barez a ranker kaout evit frouezhusaat ur viell.

Sevel ......... reas diwar e gador ......... mont ......... reas er-maez.

Bara ......... dour ......... vez roet d'ar vac'hidi.

Ma zad ......... zeuy amañ ......... a zisplego dit penaos ober.

Etre hiziv ......... warc'hoazh e vo amzer da gousket !

Pevar bugel .......... tri-ugent a zo er skol vihan-se.

Un den ......... welan du-hont.

C'hoarzhin ......... ra e-pad an deiz.

Petra ......... lavare Maria dit ?

Ur c'helorn leun ......... zour a fell din.

......... belec'h emañ hennezh o tont c'hoazh ?

Redek a ra paotr-al-lizhiri ......... di da di.

Page 10: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

10

GERIAOUEG

Ar gerioù-skritell

Dizoloomp

1) Klask en « Ur veaj da Lilliput » ar gerioù a c’haller lakaat dindan ar ger-skritell « karbedoù ».

2) Dindan peseurt ger-skritell e lakafes ar roll gerioù-mañ a gaver er pennad ?

divvrec’h – divhar – daouarn – elgezh – penn – kostezioù – genoù

Dalc’homp soñj

A-drugarez d’ar gerioù-skritell e c’haller bodañ ar gerioù dre gerentiadoù. Skouer : karbedoù : marc’h-houarn ; karr ; tren ; nijerez ; planken-ruilh...

1) Klask en « Ur veaj da Lilliput » daou c’her a c’haller lakaat dindan ar ger-skritell « micheroù ».

2) Klask en « Ur veaj da Lilliput » tri ger a c’haller lakaat dindan ar ger-

skritell « boued ».

Page 11: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

11

GERIAOUEG

An daouder

Dizoloomp

« Staget e oa ma divvrec’h ha ma divhar ouzh an douar gant tachoù. »

« Un nebeud munutennoù war-lerc’h e pignas un dra bennak gant ma gar. » « A-benn ar fin e torris unan pe ziv, ha tu a voe din da fiñval ma brec’h

kleiz. »

*

« Ur wareg hag ur bir a oa gantañ en e zaouarn. »

« Flemmet e voe ma dorn kleiz ha ma dremm ganto. »

Dalc’homp soñj

An ‘daouder’ a arouezer gantañ strolladoù daou. Alies e vezont arveret evit lodennoù ar c’horf :

brec’h / divvrec’h ; gar / divhar ; dorn / daouarn ; glin / daoulin

Diwall : stummet e vezont gant ar rakgerioù

+‘daou-‘ evit an anvioù gourel ; + ‘div-‘ evit an anvioù benel.

Page 12: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

12

Pleustromp 1) E-touez an anvadoù-mañ, barrenn ar re n’o deus ket daouder. Gallout

a rez klask er geriadur :

fri ; lagad ; genoù ; brec’h ; gweuz ; bronn ; ufern ; blev ; jod ; revr

2) Klask daouder an anvadoù-mañ (diwall ha gourel pe benel ez int !) :

lagad : _____________ gweuz : ________________

fron : _____________ skouarn : ________________

skoaz : _____________ askell : ________________

ilin : _____________ morzhed :________________

Page 13: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

13

AN ARAOGENNOÙ

Dizoloomp

« Un deiz en em gavis gant kabiten ul lestr. »

« Staget e oa ma divvrec’h ha ma divhar ouzh an douar gant tachoù. »

« Ha mat eo deoc’h bezañ mezeg war ma lestr ? »

Gerioù zo a gaver e brezhoneg a liamm (strolladoù gerioù) hag a spisa ar pezh a lavarer.

Dalc’homp soñj Melloù ar yezh, koubloù ar frazennoù, eo an araogennoù. Dirak ur ger all e vezont lakaet evit e liammat ouzh ur ger all a zo a-raok. Alies e tegasont ur renadenn, ur glokaenn.

Pleustromp 1) Klask pe hini eus an araogennoù a zere bep tro. Unan a gomzas _____________. (warnon / etrezon / ouzhin)

Abred __________ ar beure e tihunis hag e klaskis sevel. (betek / diouzh /

hep) Lod eus an dudigoù em c’hichen a grogas _______ labourat. (da / gant / war)

Klask a ris tapout unan _______ an dudigoù. (etre / eus / dindan)

_____ ar 4 a viz Mae 1699 e kuitajomp porzh Bristol. (diouzh / da / e)

Page 14: Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput - ekladata.comekladata.com/FUv0V9EQKKdaE9hE-iuwQ6ZQNmc/Beajou-Gulliver-ur-veaj... · Lemuel Gulliver eo ma anv, hag ur mezeg zo ac’hanon.

Beajoù Gulliver : ur veaj da Lilliput

14

2) Skrivet ez eus amañ frazennoù hag arveret araogennoù amzere bep tro. Ha gallout a rez klask o adlakaat en o lec’h mat ? *

Mont a reas al lestr a-benn en ur garreg, ha torret e voe eus daou damm.

Neuñviñ a ris a an aod, hag astenn betek ar geot berr ha flour. Staget e oa ma divvrec’h ha ma divhar betek an douar war tachoù.

A-benn ar fin e torris unan pe ziv, ha tu a voe din e fiñval ma brec’h kleiz.

Klask a ris tapout da unan war an dudigoù...

Meur dre hini anezho a bignas ouzh ar skeulioù gant ar savenn.

3) Krog pep frazenn gant an araogenn.

Torret e voe e daou damm.

______________________________________ . Goude-se e pignas daou-ugent denig ouzhpenn warnon.

____________________________________________________________ . Flemmet e voe ma dorn kleiz ha ma dremm ganto.

_____________________________________________________________ . Skeulioù all a voe degaset ha lakaet ouzh ma c’hostezioù.

_____________________________________________________________ . Unan a gomzas ouzhin.

__________________________________________ .

Poelladenn ziaes : da blaenaat pe d’ober ganto.