Gouel al lapined Gouel al lapined Marivon Berr CD amañ a-gevret 6 Pal – Selaou un istor ha kompren anezhañ. – Respont dre gomz d’ar goulennoù : piv, pelec’h, oc’h ober petra ? – Lenn skrid an istor. Dafar – Ul levr Gouel al lapined evit pep bugel. – Ur sonenroller evit ar c’hlasad. – Fichennoù-labour. – Kaier 3 Deskomp lenn. Mont en-dro an abadennoù Ar skolaer(ez) a zibabo pet abadenn a vo gouestlet d’an divizoù war ar skeudennoù. Anat eo ne c’haller ket ober al labour-se dindan un abadenn nemetken. 1. Labour dre gomz – Selaouet e vez an istor a-stroll hep al levr. – Adselaouet e vez an istor en ur sellet ouzh al levr : sellet ouzh ar skeudennoù pe heuliañ ar skrid. Gellet a reer selaou a-dammoù ; un index zo evit div bajenn. – Roet e vez ar gaoz d’ar skolidi, dezho da lavaret petra o deus komprenet. Ar skolaer(ez) a skrivo ar gerioù war taolenn ar c’hlas. – Diviz war ar skeudennoù. (pajenn 6-7) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Oc’h ober petra emañ ? Pelec’h emañ al lapined bihan ? Oc’h ober petra emaint ? Pet lapin bihan zo ? Pegoulz e vo Gouel al lapined ? Pet eur eo ? Peseurt levr zo dirak ar vamm-lapin ? (pajenn 8-9) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Oc’h ober petra emañ ar yar ? Piv zo e-kichen ar yar ? Peseurt liv eo ar yarig ? Piv zo o komz ? Petra zo e-barzh paner ar vamm-lapin ? 2 Gouel al lapined a vo warc’hoazh, hag en noz-mañ ne gousko ket kalz Mammig Lapin. E soñj emañ fardañ ur wastell evit he bugale kousket don en o gwele. Mont a ra Mammig Lapin da zihuniñ ar yarig rous he mignonez, kousket, he fenn ganti dindan hec’h askell. Yarig, yarig rous, dihun ’ta ! ’Benn warc’hoazh e vo Gouel al lapined hag ezhomm am eus ur vi da fardañ ur wastell evit ma bugale… 3 N’emañ ket pell ar yarig rous o kavout ur vi e-touesk ar plouz tomm. Ha Mammig Lapin da lakaat ar vi e-barzh he faner. Kenavo ha trugarez, yarig rous ! Pedet out gant da diegezh d’ar gouel a grogo ’tro teir eur ! 126
6
Embed
c’h Marivon Berr Gouel al lapined · Oc’h ober petra emaint ? Pet lapin bihan zo ? Petra zo o kouezhañ e-barzh ar sac’h ? Kenavo ha trugarez, logod Petra zo e-barzh paner ar
This document is posted to help you gain knowledge. Please leave a comment to let me know what you think about it! Share it to your friends and learn new things together.
Transcript
Gouel al lapined
Gouel al lapinedMarivon Berr
CDamañ a-gevret
6Gant mouezhioù :Rémi DerrienYann-Fañch KemenerNicole ar Vourc’h
– Respont dre gomz d’ar goulennoù : piv, pelec’h, oc’h ober petra ?
– Lenn skrid an istor.
Dafar
– Ul levr Gouel al lapined evit pep bugel.
– Ur sonenroller evit ar c’hlasad.
– Fichennoù-labour.
– Kaier 3 Deskomp lenn.
Mont en-dro an abadennoù
Ar skolaer(ez) a zibabo pet abadenn a vo gouestlet d’an divizoù war ar skeudennoù. Anat eo ne c’haller ket ober al labour-se dindan un abadenn nemetken.
1. Labour dre gomz
– Selaouet e vez an istor a-stroll hep al levr.
– Adselaouet e vez an istor en ur sellet ouzh al levr : sellet ouzh ar skeudennoù pe heuliañ ar skrid. Gellet a reer selaou a-dammoù ; un index zo evit div bajenn.
– Roet e vez ar gaoz d’ar skolidi, dezho da lavaret petra o deus komprenet. Ar skolaer(ez) a skrivo ar gerioù war taolenn ar c’hlas.
– Diviz war ar skeudennoù.
(pajenn 6-7)
Pelec’h emañ ar vamm-lapin ?
Oc’h ober petra emañ ?
Pelec’h emañ al lapined bihan ?
Oc’h ober petra emaint ?
Pet lapin bihan zo ?
Pegoulz e vo Gouel al lapined ?
Pet eur eo ?
Peseurt levr zo dirak ar vamm-lapin ?
(pajenn 8-9) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Oc’h ober petra emañ ar yar ? Piv zo e-kichen ar yar ? Peseurt liv eo ar yarig ? Piv zo o komz ? Petra zo e-barzh paner ar vamm-lapin ?
2
Gouel al lapin2.indd 6 29/04/08 10:49:50
�
Gouel al lapined a vo warc’hoazh, hag en noz-mañ ne gousko ket kalz Mammig Lapin. E soñj emañ fardañ ur wastell evit he bugale kousket don en o gwele.
Gouel al lapin2.indd 7 29/04/08 10:49:54
Kenavo ha trugarez, yarig rous ! Pedet out gant da diegezh
d’ar gouel a grogo ’tro teir eur !
Mont a ra Mammig Lapin da zihuniñ ar yarig rous he mignonez, kousket, he fenn ganti dindan hec’h askell.
Yarig, yarig rous, dihun ’ta ! ’Benn warc’hoazh e vo Gouel
al lapined hag ezhomm am eus ur vi da fardañ ur wastell evit
ma bugale…
3
Gouel al lapin2.indd 8 29/04/08 10:50:00
�
N’emañ ket pell ar yarig rous o kavout ur vi e-touesk ar plouz tomm. Ha Mammig Lapin da lakaat ar vi e-barzh he faner.
Kenavo ha trugarez, yarig rous ! Pedet out gant da diegezh
d’ar gouel a grogo ’tro teir eur !
Gouel al lapin2.indd 9 29/04/08 10:50:05
126
(pajenn 10 -11) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Pet logodenn zo ? Oc’h ober petra emaint ? Pet lapin bihan zo ? Petra zo o kouezhañ e-barzh ar sac’h ? Petra zo e-barzh paner ar vamm-lapin pa’z a kuit ?
(pajenn 12-13) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Piv zo o chom er c’hoad-se ? Petra a ra ar gwenan ? Petra zo e-barzh paner ar vamm-lapin pa’z a kuit ?
(pajenn 14-15) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Piv zo er park-se ? Oc’h ober petra emañ ar vamm-lapin ? Petra zo e-barzh paner ar vamm-lapin pa’z a kuit ?
(pajenn 16-17) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Piv zo er wezenn-se ? Peseurt gwezenn eo ? Petra zo e-barzh paner ar vamm-lapin pa’z a kuit ?
(pajenn 18-19) Pelec’h emañ ar vamm-lapin ? Oc’h ober petra emañ ? Petra zo war daol ar gegin ? Pet lapin bihan zo ? Oc’h ober petra emaint ? Petra zo er forn ? Pet eur eo ?
(pajenn 20-21) E ti piv emañ ar gouel ? Piv zo deuet er gouel ? Pelec’h emañ ar poñsined ? Piv zo o kanañ ? Piv zo o c’hoari violoñs ? Piv zo o tañsal ? Piv zo o lenn ? Piv zo ouzh taol ? Petra zo bet debret ? Petra zo bet evet ?
(pajenn 22-23) Piv zo barzh an ti ? Piv zo er-maez ? Piv a lavar kenavo ?
Mont a ra bremañ Mammig Lapin da zihuniñ al logod kousket en o zoull.
Logod, logod, dihunit ’ta ! ’Benn warc’hoazh e vo Gouel
al lapined hag ezhomm am eus bleud da fardañ ur wastell evit ma bugale…
4
Gouel al lapin2.indd 10 29/04/08 10:50:09
11
N’emañ ket pell al logod o tastum greun hag o malañ etre daou vaen.
Ha Mammig Lapin da lakaat ar bleud en ur podig hag e-barzh he faner, e-kichen vi ar yarig rous.
Kenavo ha trugarez, logod ! Deuit holl d’ar gouel,
war-dro teir eur e krogo.
Gouel al lapin2.indd 11 29/04/08 10:50:12
Mont a ra bremañ Mammig Lapin da zihuniñ ar gwenan kousket en o ruskenn.
Gwenan, gwenan, dihunit ’ta ! ’Benn warc’hoazh e vo Gouel
al lapined, hag ezhomm am eus mel da fardañ ur wastell evit ma bugale…
5
Gouel al lapin2.indd 12 29/04/08 10:50:15
N’emañ ket pell ar gwenan o leuniañ ur podig gant mel. Ha Mammig Lapin da lakaat ar podadig mel en he faner e-kichen vi
ar yarig rous ha bleud al logod.
Kenavo ha trugarez, gwenan ! Deuit holl d’ar gouel, ’tro
teir eur e krogo ! 13
Gouel al lapin2.indd 13 29/04/08 10:50:19
Mont a ra Mammig Lapin da zihuniñ ar vuoc’h kousket er prad.
Buoc’h, buoc’hig, dihun ’ta ! ’Benn warc’hoazh e vo Gouel al lapined hag ezhomm am eus ur bannig laezh da fardañ ur wastell evit ma bugale…hag ezhomm am eus ur bannig laezh da fardañ ur wastell evit ma bugale…
6
Gouel al lapin2.indd 14 29/04/08 10:50:23
15
N’emañ ket pell Mammig Lapin o c’horo ar vuoc’h hag o leuniañ
ur podig gant laezh, hag hi
da lakaat ar podad laezh en he faner, e-kichen
vi ar yarig rous, bleud al logod
ha mel ar gwenan.
Kenavo ha trugarez, buoc’hig ! Deus warc’hoazh d’ar gouel gant da diegezh, da deir eur e krogo !
Gouel al lapin2.indd 15 29/04/08 10:50:27
Mont a ra bremañ Mammig Lapin da zihuniñ ar c’hazh-koad kousket er wezenn.
Kazh-koad, kazh-koad, dihun ’ta !
’Benn warc’hoazh e vo Gouel al lapined hag ezhomm am eus
kraoñ-kelvez da fardañ ur wastell
evit ma bugale…
�
Gouel al lapin2.indd 16 29/04/08 10:50:32
1�
N’emañ ket pell ar c’hazh-koad o tastum kraoñ-kelvez, ha Mammig Lapin da lakaat ar c’hraoñ-kelvez en he faner e-kichen vi ar yarig rous, bleud al logod, mel ar gwenan ha laezh ar vuoc’h.
Kenavo ha trugarez, kazh-koad ! Deus warc’hoazh d’ar gouel gant da diegezh, ’tro teir eur e krogo !
Gouel al lapin2.indd 17 29/04/08 10:50:37
8
Gouel al lapin2.indd 18 29/04/08 10:50:40
1�1�
Deuet eo Mammig Lapin en-dro d’ar gêr leun he faner. Ha graet he deus buan toaz ar wastell gant vi ar yarig rous, bleud al logod, mel ar gwenan, laezh ar vuoc’h ha kraoñ-kelvez ar c’hazh-koad. Lakaet he deus goude-se ar wastell da boazhañ er forn, ha gant ar c’hwezh vat an hini eo bet dihunet al lapined bihan.Ranket o deus gortoz betek teir eur a-raok kregiñ gant ar gouel.
Gouel al lapin2.indd 19 29/04/08 10:50:42
Nag a dud ! Aze e oa ar yarig rous gant ar c’hog hag ar poñsined, al logod, ar gwenan, ar vuoc’h, an tarv hag al leue, ar c’hizhier-koad…an tarv hag al leue, ar c’hizhier-koad
�
Gouel al lapin2.indd 20 29/04/08 10:50:47
21
Dañsal ha kanañ a oa bet graet betek debriñ ar wastell hag evañ ur bannig chug-karotez… Na mat !
Gouel al lapin2.indd 21 29/04/08 10:50:50
Siwazh, e oa al lapined bihan o soñjal, ne vez graet ur gouel ’seurt-se nemet ur wezh ar bloaz…
10
Gouel al lapin2.indd 22 29/04/08 10:50:54
23
Gouel al lapin2.indd 23 29/04/08 10:50:57
127
2. Labour lenn
– Er c’haier Deskomp Lenn 3 p.102 : Klask ar gerioù : ar yarig rous, Mammig Lapin, gouel al lapined, ur vi, bugale. Kelc’hiañ ar gerioù anavezet. Lenn an destenn.
– Lenn ar pajennoù 8 ha 9 en albom. Lennet e vez ar memes testenn kinniget en un doare all. Komzoù ar vamm lapin zo en ur glo-gorenn. Lakaet e vo war wel talvoudegezh ar glogorenn : pa vez ar vamm lapin o komz e vez implijet ar c’hentañ gour : me, am eus ; pe an eil gour : pedet out. An testennoù all a vez lavaret gant ar c’honter. Lenn ar pajennoù all en ur lakaat war wel ar frazennoù hag a zo heñvel pe dammheñvel.
3. Labour dre skrid Fichennoù A - B - C. Kaier 3, p. 106 : klokaat an istor.